1. Petra eo livioù baniel Iwerzhon ?Gwer Gwenn Oranjez (1922)
2. Peseurt loen zo skeudennet war banniel Breizh ?Erminigoù
3. En ur c’hoari kartennoù, peseurt kartenn zo etre an dek hag an itron ?Ar mevel
4. Penaos e vez graet anv eus ar Vretoned divroet dre ar bed ? An diaspora (ouzhpenn tri milion a Vretoned diskennidi zo er bed)
1. Pet milimetroù zo dindan pemp kantimetr ?Hanter-kant
2. Pegement a zevezhioù zo tri-ugent ha daouzek eurvezh ?Tri devezh
3. Peseurt medisin eus Kemper en deus ijinet ar stetoskop ?René Laennec (1781-1826)
4. Piv en deus ijinet rouedad ar metro e Pariz ?Fulgence Bienvenüe zo ganet e Uzel e 1852
1. Penaos e vez graet frouezh an derv ?Ar mezenn (mez)
2. Peseurt blantenn he deus graet brud Rosko ?An ognon roz, gwerzhet gant Ar Johnys e Bro Saozon.
3. Petra a vez graet eus fri ar moc'h ?Ar moj
4. Petra eo ar vuoc’h brudetañ e Breizh ?Ar vuoc'h pig-du
1. Gant peseurt term e vez anvet ar gerioù-se ? Met Pelec'h Ha Enta Hogen Na Rak Stagell genurzhiañ
2. Petra eo ur blijadur gwir, hervez Mark Kerrain ?Ar c'hemmadurioù (he levr: Kemmadur ha plijadur)
3. Penaos e vez anvet al lizherennoù A pe E dirak ur verb ?Ur rannig
4. Peseurt kensonnenoù n'eus ket e brezhoneg ?C ,Q ha X
1. Er film « Ar seizhvet kompagnunezh e sklaer al loar ».Pelec'h eo bet filmet un arvest o c'hoari en ur porzh ?E porzh Dahouet (gwengolo 1977)
2. E Breizh, Pelec'h eo bet savet ar film "Ar Vikinged" ?Fort LaLatte gant Kirk Douglas e 1957
3. Piv en deus savet ar film « Marc'h al Lorc'h » e 1980, diwar romant PJE ?Claude Chabrol
4. Peseurt aktourez ganet e Montroulez e 1944 he deus troet er rouzoù ?Dominique Lavanant
1. Petra eo anv-bihan ar soner "Ar Braz" ?Dan
2. E peseurt kanaouenn e klever an avel o vlejal warlein an ti ?E kreiz an noz (Youenn Gwernig)
3. Petra eo anvioù-bihan ar vreudeur Morvan ?François, Henri hag Yvon met ivez Yves anavezet nebeutoc'h
4. Petra e oa anv ar strollad tro-dro da Dan ar Braz ?Hêrezh ar Gelted «L'héritages des Celtes»
1. Piv e oa kentañ roue ofisiel Breizh ?Nominoe pe Nevenoe mab Morvan Lez-Breizh
2. Peseurt savadur-koun a c'haller gwelet e beg Pen-Hir ?Kroas Pen-Hir (en eñvor eus rezistanted Breizh aet kuit gant ar Jeneral De Gaulle)
3. Ganet e Brooned a noblañs vreizhat, e stourmas evit roue Bro-C'hall Charlez V alies a-enep Breizh.Du Guesclin Bertrand (an treitour)
4. Ur stourmer oberiant e oa bet ar yezhoniour Martial Menard. Eus peseurt luskad politikel ?FLB e bloavezhioù 70
1. E peseurt sport eo anavezet Bernard Hinault ?Ar marc'h-houarnerezh war hent
2. War e vourzh e oa Colas, Ar C'hamm, Kersaozon, Pajot ha kalz a dud all o teskiñ ar vicher. Piv eo ?Eric Tabarly gant Pen-Duig
3. Petra eo anv ar sport stourm hengounel e Breizh ?Ar Gouren
4. Pet marc'h-houarnour breizhat o deus gounezet Tro Frañs ?Pevar (Petit-Breton, Robic, Bobet, Hinault)
1. Penaos e vez graet eus ar benveg a zistroer ar c'hrampouezh ganti ?Ar rozell
2. Penaos e vez graet eus ar benveg a troer ar c'hrampouezh gantañ ?Ar rastell pe rozell
3. Peseurt gwastell anavezet er bed a-bezh a orin eus Douarnenez ?Ar c'houign amann
4. Peseurt dibarder e Sant-Maloù a vez skaotaet ha poazhet er forn goude-se ?Le craquelin
1. E peseurt departamant emañ kêr Pornizh ?Liger-atlant e Breizh evel-just.
2. 302 metr uhelder. Ur chapel en he beg. E kumun Louergad. Piv eo ?Ar menez-bre.
3. Ar stêr-se en he follentez, lakaet he deus ar menez e Normandy. Piv eo ?Ar Gouesnon.
4. Petra eo enezenn vrasañ Breizh ?Ar Gerveur (war vor).